Bugale
Annaig
Kant gwezh he deus sellet Annaig doc'h mell orloj ar sal vras, àrnezhañ
ur vag peñseet é wintat-diwintat a-gleiz hag a-zehoù,
a-zehoù hag a-gleiz, tik tik, tik tik, get ar gorrekter hegasus-se.
Malloezh Doue, nag ur soñj fall bout lakaet ar vagig-se aze àr
valanser un orloj faos mod ar Franche-Comté !
Ar c'hozh bitrak-se a goad kenbeget, gweet e spleitennoù.
Biskoazh ne oa bet pinvik ar veme, met èlkent ! N'hec'h harzaze
ket a vout dereat, pa ne oa ket brav he goust...
Hegaset e poueza Annaig ar berniad bolennoù fleurennek àr
daolig ar gegin. Skouarnennoù bihan o deus holl ha hrevez ar
mod a wezharall e vez gwelet doc'h un tu tudennoù dezhe botoù-koad,
ha doc'h an tu arall anv piaouer ar volenn. Annaig, Nolwenn, Gael ha
Yannig.A-c'houde gwerz'zo e oa marv Tadig àr vor, gast ar c'hast.
Dam ya, get ar mor ne gaver ket berped pezh a c'hortaer. Kerzhamp da
bediñ'ta, get hor chapeledoù! d'ober petra?
Ar vamm a sec'ha he daouarn àr he zanter koaret. Skaret-holl
emant. Abalamour d'ar pesked. Bamdez e vez é tibab pesked.
Hag aveit ar skol e ranka ar vugale en em ziluziiñ o-unan-penn.
Ha setu hè a zo chomet da zereniñ goude...
Pand arrivant re-ziwezhat ne vo ket mat ken ar chokolad toemm ! Get
an toemmder zo aze e kasa mogedenn er gegin a-bezh, ma'c'h a da wlebiiñ
adarre ar vag zo àr an orolaj e-tal.
Youc'hadennoù a vez klevet dre ar fenestroù. E kêr
Langidig en-he-fezh e tassona huchadennoù ar vugale. Edan an
erc'h (a zo rouez e miz Kerzu) e tireda ar voused kabigoù àrnezhe.
En ur santiñ an toemmder en treuzoù e vourra o dremmigoù
a-edan o c'hougoulioù. Àr ar leur e kouezha ar sec'hier-skol.
Poullennoù fank a ra an heuzoù àr an torch-treid.
Nolwenn, Gael ha Yannig a laka o zreid gloanek e-barzh pikol chaosonioù
liesliv. Tamm-ha-tamm e ta ar gegin da vout lan a dud.
Lapet, krignet, drailhet e vez...
Ayaou, pegen yein eo er-maez !
- Neuzen, a c'houlenna Annaig, da 7 eur e vo ar fest, pas ? Ha bout
en deus gallet Pascal kavit unan bennak aveit kemer e lec'h?
Sevel a ra Yannig e zremm a-zoc'h e volenn. Mouzhiñ a ra e ziweuz
skumek tra ma rà he div c'hoar taolioù ilin dezhañ,
peb doc'h he zu.
- Mammig, Yannig eo a vo ar peizant, hag ar c'horrigan 'vo er penn-kentañ
ivez !
- A! hemp ranniñ grig e choma Annaig. Skoet eo bet he c'halon.
Hogozik ema é vrañsellat. Nolwenn avat zo birvilhet-rac'h
en ur soñjal ec'h ay da stlakal he daouarn d'he breur oc'hpenn
d'he c'hoar.
- An Intron Boulc'h he deus gwelet an Aotroù Gwegan, ha koutant
eo hennañ. Yannig eo a zañsa da wellañ. Hag oc'hpenn-se
e ouia pezh en deus da lâret. Get Gael en deus desket e-pad an
diskrog-skol.
- Gwir eo, Gael? Da vreur a yay da c'hoari genit? Te e vo ar wrac'h
vil get he maskl, avat ? Santiñ a ra Annaig emañ he daouarn
é kreniñ :
- Mat eo. Mat an traoù. Emañ ret en em gempenn a-zoare
enta. Ur gwiskamant 'teus kemeret, Yannig?
Gromellat a ra Yannig:
- 'Blija ket din ar botoù-koad ! Biskoazh 'meus bet dañset
get botoù-koad ! Ar re 'rall o deus. Bout zo re o deus bet dañset
dija er fest-noz, ha get ar bagad.
- Ma 'neus lâret ar Boulc'h e oa mat, neuzen eo mat ! a lâra
Gael vihan, souezhet. Ne zegemera ket an holl vugale, heñ. Ha
ràet en deus botoù-koad dit.
Gwennc'hoarzhiñ a ra Annaig.
Dour zo en he daoulagad. Ar wezh kentañ e vo e c'hoariay ar vugaligoù-mañ
e pezh-c'hoari Nedeleg. Hag ar re wellañ e veent, èl rezon.
Namaet...
Namaet ar pezh hec'h herisa a-c'houde mar a zevezh dija a vo disklêriet
a-barzh nebeud, sur awalc'h.
Pezh he zregasa, pezh he laka diaes.
Henoazh e vo achiv, marse.
Petramant e vo gwazh.
Keuz he deus é vagiñ soñjoù du tri deiz
kent Nedeleg. Chalet e vez get traoùigoù dister, ur wezh
adarre !
Hag ar lapined, bout e oa àr-nes disoñjal ar lapined !...
E
kenec'h, er c'hambroù e sava ur safar spontus get ar vugale.
Get ma ne ziskareent ket an ti !
Bremañ eo tro Yannig, ha ne gava ket tra erbet gwell aveit dañsal
un dañs fisel àr ar plañcheriz... Ha Nolwenn ha
Gael é tiskanal.
- Ale, bretoned, emañ ret deoc'h lezel ho pouezh da ziskuizhiñ
! Gwrac'h, da-unan-penn e lakaez da dok petramant 'teus dober ag un
tammig skoazell? Hag ar peizant, emañ getañ rac'h-'bezh
'faota dezhoñ ?
Ha klevet Yannig é tagiñ é c'hoarzhiñ.
- Ya mammig, genin 'mañ mam binioùig !
Nend eus ket a wiskamant get Nolwenn. He stammenn vravañ he deus
gwisket avat. Kanoù gospel a vo kanet get ar c'hlasad bugale.
Ha kanal hec'h-unan-penn he do gwir d'ober ivez. Drol eo, mammig ivez
he doa gromollet. Anat eo ne vourra ket get sort abadennoù !Hi
an hani eo neoazh he doa broudet he bugale da lakaat o anv aveit merc'herioù
an Amicale Laïque...Met piv a ouia petra a c'hoari e penn ar mammoù
?...
Ur
soñjadenn a za d'he spered. Met sav ! buan-ha-buan e steuzia
get randon an traoù diwezhañ zo da brientiñ. Ur
fulennig soñj ken fonnabl ma n'he deus ket Nolwenn soñj
a vout bet hi.
Setu, poent eo. An holl a ya a-barzh ar c'h4L bihan, ma'c'h eo ret digoriñ
ar fenestr àr-drañv a-benn lezel penn begek an tok gwrac'h
da vonet er-maez... Stenn-tout eo Gael, Nolwenn a c'hragella hag a fistilha
get ar levenez, Yannig a rekina a-zivout e votoù-koad. Àr
evezh emañ Annaig:- Yannig, petra 'faota dit ?- 'Blija ket din
ar botoù-koad-mañ. Nend ant ket mat din. Re-vras int.
Huanadiñ a ra, disammet: "beñ 'teus ket 'maet monet
da welet an Aotroù Boulc'h. Ur bern botoù-koad 'neus er
solieradur kentañ. Sur 'walc'h 'no ur re aveidout."
Arriv int, pep unan a ziskenna. An holl familhoù zo aze dija.
Ar bepeed, ar memeed, an tintined, an dontoned... bout emant é
skotchiñ, é stagiñ get tammoù sifelenn,
é kribiñ, é kennerzhiñ.Get Annaig nend eus
ket a familh da zegas. Àr-bouez ar voused, èl d'ar just.
Hag ur sapre familh, m'en lâra deoc'h !Ha setu ar Yannig é
karzhiñ da gerc'hat e votoù-koad. Gael é kempenn
he zok. Nolwenn é sklaeraat he bouezh er privezioù...
Ag an abadenn n'he deus Annaig gwelet na klevet tra erbet. He daoulagad
é sellet pizh doc'h ar saliad tud. Prest d'en em zifenn. En aner,
rak èl boaz, an holl o deus diskanet d'ar c'hanaouennoù
kozh, skoet an daouarn doc'h lusk ar c'hanoù gospel, ha stlaket
spontus aveit pep tra.
Neuzen, pand eo daet Yannig da saludiñ, gwisket èl ur
peizant breton kozh, kerliet get korriganed hirisus gwlep-teil o bonedoù
get ar c'hwez, e oa dihunet. Goude he deus redet da ziardrañv
ar ridoz. Ha gourc'hemennet he zri bugel.
Boket d'an divoc'hoù du, ha flouret blev spulc'h he zri bugel...A
dam, nend eo ket aveit netra eo Yaakaar anv ar voused ! Èl o
zad, ur sapre martolod anezhañ.En wolof e tala kement ha "spi"...
Edan divrec'h bras Annaig, ec'h a an tri bugel, ken du an eil re hag
ar re arall, d'ar c'h4L, lorc'h enne.
Lakaet
en brezhoneg get Loig Cheveau
Miz Du 2002
|